Castle La Latte      Fort La Latte     Chāteau de la Roche Goyon

Le chāteau privé le plus visité en Bretagne - The castle preferred by tourists in Brittany

ACCUEIL                              WELCOME

 

Gweladennoł Luc'hskeudennoł Fińvskeudennoł Ardamezioł Liammoł

Brezhoneg

Siel eus Etienne III Goueon

 

Ar Roc'h-Goueon - Fort La Latte

Istor

 

Dont a ra anv ar Roc’h-Goueon eus unan eus tiegezhioł koshań Breizh (anvet Gwion, Goion, Gouéon, Goyon ha Gouyon). Hervez ar vojenn ez eo testeniekaet e vefe bet savet ar c’hastell kentań gant Goueon, dindan renad Alan Barvek e 937.

Evit ar pezh a sell ouzh ar c’hastell a-vremań e voe kroget d’e sevel a-raok donedigezh ar c’hanolioł e Breizh (1364), ha kendalc’het e savidigezh hervez berzh-mat Tiegezh Goueon, en eil hanterenn ar XIVvet kantved. Bez’ e oa anezhań e 1379, dre ma kasas Gwesklin ur rannad-soudarded d’ar Roc’h-Goueon a zalc’has penn gant kadarnded. Diberc’hennet e voe Tiegezh Goueon eus e gastell-kreńv evit gounid Charlez V, met daskoret e voe ar c’hastell d’e berc’henn da heul feur-emglev Gwennran (1381).

E-kerzh ar XVvet kantved ez eas war-raok dere kevredigezhel Tiegezh Goueon. War roll Stadoł-Breizh e oant. Unan eus Tiegezh Goueon, bet kambrelan dug Breizh, a zimezas gant pennhźrezh baronelezh Torigni-sur-Vire. Diwar neuze e kuitaas Tiegezh Goueon kavell Breizh hag e teuas da gemer perzh en istor Bro-C’hall. Dont a reas ur gouarnour d’en em staliań er c’hastell neuze, lojet en ul lojeiz kempennet evit an degouezh-se. Da vare stagidigezh Breizh ouzh Bro-C’hall (kaset da benn gant feur-emglev 1532) e voe lakaet seziz war ar c’hastell adarre (1490), ar wech-mań gant ar Saozon na drec’hjont ket.

Da vare ar C’hevre e c’hoarvezas taol ar marv. Jakez II Goueon, aotrou a Vatignon, Marichal a Vro-C’hall, Gouarnour an Normandi hag ar Guyenne, a oa aet a-du gant Herri IV. Evit mont a-benn dezhań e lakaas Sant Laorańs, un dileuriad eus Dug Merkeur, seziz war ar c’hastell hag e argadas anezhań e 1597. Ar c’hastell a veze graet "La Latte" dioutań e galleg dija d’ar mare-se, a voe dismantret, preizhet, freuzet, tangwallet. An tour-meur hepken a chomas e stad vat.

Gant ur c’hastell freuzet e voe dedennet an aotrou Garengeau, karget da sevel mogerioł kreńv war an aod evit difenn Sant-Maloł. Treuzfurmet e voe ar c’hastell, evel ma oa dleet, gant asant Tiegezh Matignon etre 1690 ha 1715. A-drugarez dezhań, dreist-holl, e vez anavezet ar c’hastell evel m’emań bremań.

E 1715 e teuas James III Stuart da repuiń eno hag e kavas hirisus al lec’h... Evit gwir e oa degouezhet un nozvezh vil a viz Du. Er bloavezh-se e timezas Louise-Hippolyte Grimaldi (prinsez Monaco) gant Jakez-Frańsez-Leonor Goueon, aotrou a Vatignon, dug ar Valentinois, gant ma vefe degemeret anv hag ardamezoł Grimaldi gantań hep e re dezhań.

E 1793 e voe savet ar forn da ruziań ar bolidi, ha toullbac’het tud, enep-dispac’herien, a oa diskred warno.

Aloubet e voe ar c’hastell gant tud yaouank eus Sant-Maloł, da vare ar C’hant-Devezh (1815), met c’hwitet e voe o zaol ganto. An taol brezel diwezhań a voe.

E-kerzh an XIXvet kantved e voe dilezet ar c’hastell tamm-ha-tamm, un evezhier hepken evit ober war e dro. Dirummataet e voe gant ministrerezh ar Brezel e 1890, ha gwerzhet gant an Domanioł e 1892. Freuzet e oa evit al lodenn vrasań anezhań pa voe rummataet Monumant Istorel e 1925. Abaoe 1931 eo bet kempennet gant tiegezh Joüon des Longrais ha digoret d’ar weladennerien.

Deuet eo da vezań ar c’hastell ar muiań gweladennet e Breizh. Meur a film a zo bet troet ennań, en o zouez "Ar Vikinged", gant Kirk Douglas ha Tony curtis, koulz hag "Ar Chouanted" gant Philippe de Broca.

 

Gweladennoł Luc'hskeudennoł Fińvskeudennoł Ardamezioł Liammoł